Mont d’an endalc’had

Frank Belknap Long

Eus Wikipedia

Frank Belknap Long (27 a viz Ebrel 1901 - 3 a viz Genver 1994), a oa ur skrivagner amerikan brudet evit bezañ skrivet istorioù skiant-faltazi ha spont, romantoù gotek, met ivez barzhonegoù ha comics. Brudet eo dreist-holl evit ar pezh a zegasas d’al lennegezh skiant-faltazi ha spont, hag an istorioù a skrivas. E-pad e vuhez e resevas meur a briz : World Fantasy Award for Life Achievement (e-pad ar World Fantasy Convention e 1978), Bram Stoker Award for Lifetime Achievement (a-berzh an Horror Writers Association, e 1987), hag ar First Fandom Hall of Fame Award (e 1977).

Frank Belknap Long a voe ganet e New York e 1901, e yaouankiz a dremenas e Harlem (Manhattan). Skoliataet e voe e skolioù New York. E dibenn e grennardiezh e kemeras perzh en United Amateur Press Association (UAPA). Dre ar gevredigezh-se e lakaas embann The Eye Above the Mantel (1921) . Desachet e voe Lovecraft, ha kregiñ a rejont gant un darempred mignoniezh a badas betek ma varvfe Howard Phillips Lovecraft e 1937. Mont a reas da skol-veur New York eus 1920 da 1921, eno e studias ar c'helaouiñ. E 1921 e voe tapet gant al alerez-vut. Ur miz e chomas e Roosevelt Hospital, ha tost e voe da vervel. Goude-se e tivizas kuitaat ar skol-veur hga stagañ gant ar skrivañ. Da 22 vloaz, e 1923, e werzhas e zanevell gentañ The Desert Lich da Weird Tales. E-pad an 40 vloaz da heul e kemeras perzh e kazetennoù pulps, ha dreist-holl en div gazetenn vrudetañ : Weird Tales hag Astounding Science Fiction. Ouzhpenn da se e kendalc’has evel kazetenner dieub. E levr kentañ, anvet A Man from Genoa and Other Poems, a voe embannet e 1926. Abalamour d’un “namm bihan” (minor disability a lavaras Long e-unan) e chomas hep kemer perzh en eil brezel bed, hag e skrivas a-hed ar bloavezhioù 1940. Er bloavezhioù 1950 e labouras evit teir c’helaouenn : Satellite Science Fiction, Short Story, ha Mystery Magazine. Comic books a skrivas ivez, en zo zouez istorioù spont evit Adventures Into the Unknown (ACG), ha senariooù istorioù Superman, Green Lantern ha Captain Marvel. Pa'z eas al lennegezh pulp d'ar strad e stagas gant ar skiant-faltazi, hag istorioù karantez gotek. E istorioù gotek a lakaas embann dindan an anvioù Lyda Belknap Long ha Leslie Northern. Lakaat a reas embann ivez dastumadoù danevelloù (The Hounds of Tindalos, Night Fear), barzhonegoù, buhezskrid H. P. Lovecraft (Howard Phillips Lovecraft: Dreamer on the Nightside), hag e vuhezskrid (Autobiographical Memoir, Necronomicon Press, 1986). Dimeziñ a reas gant Lyda Arco e 1960. Asambles e chomjont betek marv Long e 1994, ha ne voe ganet bugel ebet. Long a varvas d’an 3 a viz Genver 1994 d’an oad a 92 vloaz. E bered Woodlawn (New York) e voe douaret. Pa varvas ne oa ket gwall binvidik, hag a lennerien entanet gant e oberennoù a zastumas ouzhpenn $3000 evit ma vefe engravet e anv war vez e familh. Frank Belknap Long en deus bet skrivet 25 romant, 150 danevell, eizh dastumad danevelloù, tri dastumad barzhonegoù, ha kalz pennadoù kazetennerezh ha steuñvioù istorioù bannoù-treset. Ray Bradbury a lavaras diwar e benn : "Frank Belknap Long en deus bevet da vare lod brasañ istor ar skiant-faltazi er Stadoù-Unanet, anavezet en en deus ez-personel lod brasañ ar skrivagnerien pe en deus kenskrivet ganto, ha, dre e skridoù, en deus sikouret da frammañ an dachenn-se pa oa yaouank-tre c'hoazh a lod barsañ ac'hanomp."

Frank Belknap Long ha Lovecraft

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

The Genius of Mr. Long is a spontaneous and self-expressive one. —H. P. Lovecraft

Mignoniezh a voe etre Frank Belknap Long ha Lovecraft. Alies e kejjont an eil gant egile, dreist-holl pa voe Lovecraft o chom e New York (1924-1926). Kenskrivañ a rejont kalz ivez (ouzhpenn mil lizher, hervez Long). Ul lodenn eus a lizheroù-se a gaver e-barzh Arkham House's Selected Letters.

Er bloavezhioù 1930 e voe ezel Frank Belknap Long eus Lovecraft Circle, ennañ meur a skrivagner skiant-faltazi evel Robert Bloch, August Derleth, Robert Ervin Howard, Henry Kuttner, Clark Ashton Smith, C.M. Eddy, Jr., ha Donald Wandrei. Kenskrivañ a rejont, ha skoazellañ an eil egile a rejont ivez.

Long a skrivas meur a istor liammet ouzh Mojenn Cthulhu, en o zouez The Hounds of Tindalos, The Horror from the Hills ha The Space-Eaters (ennañ an dudenn pennañ anvet HPL). The Hounds of Tindalos a zo unan eus oberennoù brudetañ Long, ha daveoù d'an oberenn-se e gaver e oberennoù skrivagnerien all evel Ramsey Campbell, Lin Carter, pe c'hoazh Brian Lumley.

  • Space Station 1 (1957)
  • Woman from Another Planet (1960)
  • Mars is My Destination (1962)
  • The Horror from the Hills (1963)
  • Three Steps Spaceward (1963)
  • It Was the Day of the Robot (1963)
  • The Martian Visitors (1964)
  • Mission to a Star (1964)
  • Lest Earth Be Conquered (1966)
  • This Strange Tomorrow (1966)
  • Journey Into Darkness (1967)
  • The Three Faces of Time (1969)
  • Monster From Out of Time (1970)
  • Survival World (1971)
  • The Night of the Wolf (1972)
  • The Hounds of Tindalos (1946)
  • The Dark Beasts (1946)
  • John Carstairs: Space Detective (1949)
  • The Horror From the Hills (1963)
  • Odd Science Fiction (1963)
  • The Rim of the Unknown (1972)
  • The Early Long (1975)
  • In Mayan Splendor (1977)
  • Night Fear (1979)

A-benn mont pelloc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Cannon, Peter, Long Memories: Recollections of Frank Belknap Long, Stockport British Fantasy Society, 1997. Afterword by Ramsey Campbell
  • Long, Frank Belknap, Autobiographical Memoir, Necronomicon Press, 1986.
  • Long, Frank Belknap, The Early Long: the Hounds of Tindalos, Jove Books, 1978.
  • Long, Frank Belknap, Howard Phillips Lovecraft: Dreamer on the Night Side, Arkham House, 1975.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]